Rann eus | Emgann ar Meurvor Atlantel ![]() |
---|---|
Stad | Bro-C'hall ![]() |
Lec'h | Sant-Nazer ![]() |
Daveennoù douaroniel | 47°16′29″N 2°11′48″W ![]() |
Deiziad | 28 Meu 1942 ![]() |
An oberiadur-brezel Chariot, anvet e saozneg St Nazaire Raid ivez, a voe un dagadenn mor-douar saoz war ar poull radoub Louis Joubert e porzh Sant-Nazer, e takad Bro-C'hall aloubet gant an Trede Reich e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kaset e voe da benn gant ar Royal Navy ha commandos Breizh-Veur, dindan urzhioù penn uhel ar C'hombined Operations, d'an 28 a viz Meurzh 1942[1].
Distrujañ porzh Sant Nazer e oa pal pennañ an oberiadur evit ar Gevredidi, dre ma vije rediet an Alamanted da adkas o bigi brezel d'an Alamagn evit bezañ raparet ma vijent distrujet. Bigi brezel evel an Tirpitz, pe ar Bismarck, a vije bet rediet da dreuziñ Mor Breizh pe Mor an Hanternoz dindan evezh ha riskl tagadennoù a-berzh Home Fleet ar Royal Navy pe kevredidi all dezhañ, a-raok gellout bezañ adnevesaet.
Al lestr-distruj kozh HMS Campbeltown, a oa bet ambrouget gant 18 lestr bihanoc'h, en doa treuzet Mor Breizh betek tizhout Breizh, ha goude-se e oa bet stlapet war zor ar poull radoub. Plantet e oa bet danvez-tarzh, kuzhet mat e boestoù houarn ha seier betoñs. Tarzhet e oa diwezatoc'h en deiz-se. Chomet e oa torret al lodenn-se eus ar porzh betek 1948[2].